Raktres European evit ar Peoc’h 2026
Manifesto, d’an 9 Mae
Hiziv, an 9 Mae 2026 – ouzhpenn 80 vloaz goude dibenn an eil brezel bed en Europa, ma varvas 60 milion a dud, en o zouez 27 milion a geodedourion soviedel, ni, keodedourion ha keodedourezed Europa, a sav hon mouezh !
Gant nec’h eo e welomp e talc’h razh ar gouarnamantoù europat, hag Unaniezh Europa, abaoe hon galv warlene, da nac’h kemer hent an diplomatiezh gant Rusia a-benn lakaat termen d’ar brezel dre c’halloudegadur gant an AFNA en Ukraina.
Droug zo ennomp o welout e kendalc’h ur brezel kaset da benn abaoe re bell gant soudarded, hag en deus kaset kalz re a dud d’ar marv diouzh daou du an talbenn, gant un amkan diveziadek da c’hoantaat „rivinañ“ Rusia, pe da c’hoantaat gounit amzer er c’hoari poker kaset bremañ evit rannadur nevez ar bed.
Glac’haret omp o welout ar beredoù milourel oc’h emastenn mui ouzh mui er brezel diskiant-mañ en Ukraina, a zisrann Europa hiziv, ha kounaomp a-greiz kalon :
Europa a rank emgoulmañ d’un Nann d’ar brezel !
Heuliet hon eus, hep kompren mann, edo Unaniezh Europa, hag hi o fougeal a-viskoazh gant he stad a wir, o tesellout gant parfeted, hag a-enep d’ar gwir etrevroadel, disgavaelañ ar fredoù rusat en Europa. Trechalet omp e tenn an UE o gwirioù digant keodedourion direbech, aozerion levrioù dezvarn ha kazetennerion, en o laka war ur roll handalañ hep azez dezvel, hag e veka dre se end-eeun ar stad a wir hag ar frankiz eztaoliñ en Europa en un doare dic’houzañvadus !
Hejañ a reomp hon penn o welout hon gouarnamantoù, parlamantoù ha, nepell ’zo, hon lezioù barn, o tamall ent kefridiel, met hep prouenn ebet, dispennadur an eoulsan North Stream da obererion ukrainat, rak den e gouarnamant Alamagn pe e lec’h all en Europa n’en deus ar galon d’ober eus an SUA urzhierion ar gwalldaol spont-se.
Abafet omp ned eo ket deuet a-benn benvegadur amaezhiañ an UE, hag eñ e darempred gant stadoù-ezel homañ, da ginnig, e-tal da erdrevnad diogelrouezour ar Stadoù-Unanet, ur respont unvan, solut ha troet war du an dazont.
Ret eo kaout fin gant mevelegezh an UE ha hini gouarnamantoù Europa ouzh an SUA, a vres dindan o zreid ar gwir etrevroadel e Venezuala pe en Iran hag a ra al lu gant Europa. Ar seurtanvet urzh ved kornogat zo emdorret gant he folitikerezh „reolennoù diouzh an den“. Ezhomm hon eus eus un Europa neptu, emrezet diouzh SUA, evit dezgeriañ he bonlazioù ha c’hoari ur roll hanterour en ur bed liesblein. Rankout a ra Europa, a-unvan gant broioù ar BRIC, kreñvaat ar gwir etrevroadel ha karta Aozadur ar Broadoù Unanet, ha sevel ur pont etre reter ha kornog !
Ni, keodedourion ha keodedourezed Europa, a grog en hon tonkad hag en hon istor. Krouet hon eus gant hon c’heneiled eus Portugal ur European Citizens Conference for Peace.
Emgoulmañ a reomp evit un adeiladezh diogelroez europat nevez gant Rusia. Astenn a reomp hon dorn da geodedourion ha keodedourezed Ukraina ha Rusia. Emaoc’h e familh Europa !
Ni, keodedourion ha keodedourezed Europa, a ziskler : n’emaomp ket e brezel, nag a-enep Rusia, nag a-enep den ! Nac’h a reomp kemer perzh er c’hoari brezel diboell ouzh diboell, ha niverus ouzh niverus omp bemdez ! Ne dreuzfurmimp ket hon gwazed ha mibion e soudarded, hon merc’hed e klañvdiourezed en ospitalioù milourel, nag hon broioù e tachennoù emgann.
Ne vennomp ket bezañ arvesterion hag arvesterezed dic’halloud p’emañ hon dazont hag hon bugale en arver da vezañ aberzhet war aoter ur politikerezh a ’r galloud, hag emañ Europa gaer oc’h emdagellañ !
Bevet Europa, bevet ar Peoc’h, bevet ar Frankiz !
